Raktres Manhattan
Raktres Manhattan eo anv kod ar raktres enklask renet e-pad an Eil Brezel-bed, a roas o zu d'ar Stadoù-Unanet, sikouret gant ar Rouantelezh-Unanet, Kanada ha klaskerien eus Europa[1], da sevel ar c'hentañ bombezenn A eus an istor e 1945.
Dindan renerezh ar fizikour Robert Oppenheimer hag ar jeneral Leslie Groves e oa roet lañs d'ar raktres e 1942 e kuzh, da-heul ul lizher a-berzh Leó Szilárd d'an 2 a viz Eost 1939, kensinet gant Albert Einstein, d'ar prezidant Roosevelt a lavare e oa marteze an Trede Reich o labourat war ur raktres kevatal[2]. E gwirionez, strivoù ar glaskerien alaman war an dachenn-se ne oant ket bras.
Ar Raktres Manhattan a welas ijinadenn, produadur ha tarzh teir bombezenn atomek. An hini gentañ, ur vombezenn dre blutoniom (badezet « Gadget », ha « Trinity » e oa anv kod ar c'hentañ taol esae atomek en istor), a oa bet amprouet d'ar 16 a viz Gouere 1945 er gouelec'h e-kichen Alamogordo e stad Mec'hiko Nevez. An div war-lerc'h, unan dre uraniom hag eben dre blutoniom a oa bet badezet Little Boy (Paotr Bihan e brezhoneg) ha Fat Man (Den Tev e brezhoneg), a oa taolet war ar c'hêrioù eus Bro-Japan : Hiroshima d'ar 6 a viz Eost 1945 ha Nagasaki d'an 9 da-heul.
E 1945, e oa muioc'h evit 130 000 den o labourat evit ar raktres. Koustañ a reas daou viliard a zollarioù stadunanat en holl.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E Los Alamos National Laboratory (LANL) renet gant ar fizikour Robert Oppenheimer, e kaver ur skipailh mat a fizikourien. En o zouez pevar friz Nobel Fizik : Niels Bohr, James Chadwick, Enrico Fermi hag Isidor Isaac Rabi.
- ↑ Lizher Einstein d'ar prezidant Roosevelt
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les ingénieurs oubliés de la bombe, kimikourien a oa o labourat evit Du Pont de Nemours
- Un teuliad diwar-benn ar raktres Manhattan